Deomp dezhi   [écouter-selaou]

Sujed :
Bremañ e c'helloc'h selaou war internet an abadenn "Deomp Dezhi !" graet evit ar vugale ha fardet gante un tamm mat ivez . Un droiadig a rimp bep sizhun e skolioù divyezhek ar vro : e Brest , e Tregon , er Faou , e Douarnenez ... evit mont d'ho kwelet , bugale ! Bep sizhun e vioc'h kap da selaou en-dro an abadenn war ar rouedad ma n'ho peus gellet chom gant gwagennoù hor radio e Penn-ar-Bed ( 90,2 ha 92 evit Radio Kerne pe 91,7 evit Arvorig Fm ... ) Skignet e vez an abadenn war ar gwagennoù radio bep merc'her ha bep sadorn da 13 e 00 ha da 19 e 00 . Enni e c'helloc'h selaou ur reportaj graet en ur skol , ur gontadenn , kanaouennoù , farsadennoù ha divinadennoù , ouzhpenn gellet gounit ur prof ma selouit aketus abadenn ar merc'her da 13 e 00 . Na zisoñjit ket keneubeut e c'hellit selou hor radio war-eeun gant an net :www.radiokerne.com . Ken bremaik !

Aozet gant :
Lou Millour , Gregor Mazo pe Karolina Ruffle

Padelezh : 30:00
Sujet :
Désormais vous pourrez retrouver l'émission des enfants "Deomp dezhi !" ( "allons-y!" littéralement ) sur internet . Elle est entièrement conçue pour et par les enfants . Chaque semaine nous visiterons les élèves d'une école bilingue à Brest , Trégunc , au Faou ou à Douarnenez... pour aller à votre rencontre , les enfants ! Toute les semaines vous pourrez réécouter votre émission sur le net si vous l'avez manquée sur nos ondes finistériennes ( 90,2 / 92 pour Radio Kerne et 91,7 pour Arvorig Fm ... ) Elle est diffusée sur Radio Kerne chaque samedi et mercredi à 13 h 00 et 19 h 00 . A chaque fois nous vous proposerons d'écouter un petit reportage , une comptine , une histoire ou encore une devinette et bien sûr des chansons . Si vous êtes attentifs et cultivés pour pourrez même participer au jeu téléphonique du mercredi 13 h 00 . Et n'oubliez pas que vous pouvez écouter Radio Kerne en direct sur internet : www.radiokerne.com . À bientôt !

Auteur :
Lou Millour , Gregor Mazo pe Karolina Ruffle

Durée : 30:00